EVIT 30 VLOAZ GOUEL KAN AR VARTOLODED !!!

Trizekvet abadennoù Festival Pempoull – Gouel Kan ar Vartoloded ha Sonerezhioù Morioù ar Bed – o deus dalc’het mat d’o ger.

Re abred omp c’hoazh evit sevel ur bilañs sifret dre ar munud eus ar gouel, met dleout a rafe an niver a arvesterien chom tost ouzh sifroù 2015 ha berzh bras a oa bet graet dija (155 000 gweladenner)… Ur gwenervezh kaer, ur sadornvezh karget mat hag ur sulvezh un tamm siouloc’h met heoliet mat ! Brav e oa an amzer, hag a-du e oa an avelioù, evit doare… Nemet evit an Nizwa, boutr eus Oman, hep keflusker ebet, ha ne oa ket deuet a-benn da vont a-enep d’ar morredennoù. Ar Belle Poule a oa da zont ivez, a chomas sac’het ha n’hellas ket bezañ dreset en koulz. Spi hon eus d’o degemer ur wech all.

An abadennoù evit ar bloaz o deus kadarnaet ar plas dalc’het hiviziken gant Gouel Kan ar Vartoloded war roll an darvoudoù sevenadurel pennañ e Breizh : chom a ra en Top 4 – ar vegenn eus gouelioù Breizh, gant Gouelioù Etrekeltiek an Oriant, an Erer Kozh hag an Hellfest.

C’hoant o deus an aozerien da drugarekaat a wir galon an holl re o deus roet an dorn da gas ar gouel da ober kement a verzh : ar gevelerien brevez hag ensavadurel, mesened, youladed niverus (1700), gopridi, kevredigezhioù, bagoù – bihan ha bras – gant o akipajoù, arzourien ha teknisianed, pourchaserien, hag holl servijoù deuet da reiñ skoazell (servijoù teknikel ar gumun hag ar gumuniezh kumunioù, ADTM, polis, archeriezh…). Hep ankouaat ar festivalerien, evel just !

Gant e 7 leurenn, 160 strollad, 2000 arzour, 200 bag hengounel… barrek eo bet Gouel Kan ar Vartoloded da ziskouez ivez e vez aketus ha doujus an dud ouzh an talvoudoù bet dibabet gantañ – gwriziennet ha digor, kengret, gwirion ha krouüs. Mennet eo da vont pelloc’h gant an hent-se. Evit gwir emañ lec’hiet Gouel Kan ar Vartoloded e kroashent sevenadurioù ar bed a-bezh, ha war-un-dro e vez dispaket gantañ identelezh Breizh evel m’emañ : madelezhus, brokus ha degemerus.  Kemer perzh a ra ar festival er c’hejadennoù hag eskemmoù etre pobloù ha sevenadurioù, etre rummadoù, etre Pempoulliz ha gweladennerien… Bez ez eo ar festival dres ar pezh a fell dezhañ bezañ : ur gouel meur denelour hag a vent denel…

Evel just n’eo ket bet peurvat pep tra. Start eo lakaat ur « mekanik » ken bras da dreiñ, 4 devezh ’pad, hep bevañ un nebeud momedoù un tamm diaesoc’h. Mennet eo Gouel Kan ar Vartoloded da zerc’hel da glask gwellaat an traoù hag araokaat, en ur selaou e festivalerien hag e youladed.

Adal vremañ evelkent e c’hell ar skipailh aozañ reiñ emgav deoc’h war porzh Pempoull evit ar gouel da zont : dalc’het e vo d’an 2, 3 ha 4 a viz eost 2019. Bez e vo e 30 vloaz…

Pierre Morvan

Prezidant kevredigezh Gouel Kan ar Vartoloded

Film daranviñ #PL2017

Pempoull Newsletter

Degemer mat !!!