Mignoned ker,
E miz eost o tont, e Pempoull, e tougo Gouel Kan ar Vartoloded bri da binvidigezh ar glad morel ha da dalvoudoù kengred martoloded ar bed holl adarre. Ar blijadur hon eus eta da bediñ ac’hanoc’h da gentañ evit ar 16vet festival-mañ a vo dalc’het d’ar 8, 9 ha 10 a viz eost a zeu.
Bezit soñj da erruout d’ar yaou noz, d’an 7 a viz eost, a-benn kemer perzh e pred an akipajoù, deuit ‘ta gant ho koan, gant ho sonerezh hag ho kanaouennoù evit un nozvezh plijus ha laouenek. Degemeret mat e vo ho pagoù dre lien hengounel e Pempoull, ar re vihan kenkoulz hag ar re vras.
Trugarez deoc’h da gadarnaat deomp ho tonedigezh dre gas deomp ar fichenn enskrivañ amañ-kevret an abretañ ar gwellañ.
Ken ar c’hentañ !
Akipaj Gouel Kan ar Vartoloded.