200 Bagou

Mignoned ker,

Ur wech c’hoazh en em vodo ul lestraz kaer meurbed e-barzh poulloù porzh Pempoull da lidañ an hengounioù morel gant sonerezh ha sonioù. Tro ‘zo roet deoc’h evit ar bloaz c’hoazh da laouenaat porzh-mor Pempoull en ur rannañ ganeomp talvoudoù kengred martoloded ar bed. Gouel Kan ar Vartoloded a ro emgav deoc’h ‘ta evit e 13 vet gouel d’ar 11, 12 ha 13 a viz eost 2017.

Mar plij ganeoc’h, rakwelit da erruout d’ar yaou 10 a viz eost da noz, da gemer perzh e nozvezh an akipajoù a vo aozet en hoc’h enor (ouzhpenn 1000 martolod bodet e 2015).Ho pigi dre-lien hengounel a vo holl degemeret mat, ar re vihan kenkoulz hag ar re vras, hag an holl akipajoù a zo pedet da zegas o c’harnedoù kanaouennoù hag o binvioù sonerezh. C’hwi a vo perc’henn war kaeoù Pempoull, tri devezh ha peder nozvezh pad !

Ho trugarekaat a reomp en a-raok da gadarnaat ho tonedigezh dre gas en-dro deomp ar fichenn enskrivañ amañ kevret, an abretañ ar gwellañ, ken ar c’hentañ !

Leuniet eo bremañ al lenn-borzh niv.1. An holl enskrivadurioù resevet ganeomp adal vremañ a vo lakaet war al listenn-c’hortoz.

 

Pellgargañ ar fichenn enskrivañ

Film daranviñ #PL2017

Pempoull Newsletter

Degemer mat !!!