PEDADENN  DA  GOUEL KAN AR VARTOLODED - PEMPOULL 2023

 

Mignoned ker,

 Porzh Pempoull a lido adarre, e miz eost a zeu, pinvidigezh ar glad morel ha talvoudoù kengret martoloded ar bed, gant sonerezh ha kanaouennoù. Plijadur hon eus ouzh ho pediñ d’an 13vet abadenn-mañ, a vo dalc’het d’an 4, 5 ha 6 a viz eost.

Bezit soñj da erruout adal ar yaou da noz a-benn kemer perzh e « nozvezh an akipajoù », festus ha laouenek. Degemeret mat e vo ho pigi dre-lien hengounel, ar re vihan kenkoulz hag ar re vras. Deuit hep termal gant ho karnedoù kanaouennoù hag ho pinvioù-sonerezh.

C’hwi a vo perc’henn war kaeoù Pempoull tri devezh ha peder nozvezh pad ! Ho trugarekaat a reomp en a-raok da gadarnaat ho tonedigezh en ur gas deomp en-dro ar fichenn enskrivañ amañ-kevret, an abretañ ar gwellañ. Kenavo ar c’hentañ !

 

 

 

Akipaj Gouel Kan ar Vartoloded

 

 

 

 

 

Film daranviñ #PL2023

Le player #PL2023

PAIMPOL NEWSLETTER

© 2018 Festival du Chant de Marin - Paimpol 2019